E Plougastell e vo dav dibab etre teir listennad evit eil tro an dilennadegoù-kêr. Dominique Cap, en eus rastellet 47,6% deus ar mouezhioù en dro gentañ ha talañ a raio ouzh Nicolas Husson hag Elodie Roudaut. Marlène Le Meur he deus dibabet tennañ hec’h anv.