E brezhoneg – Moins de bretonnants à Carhaix mais une langue plus vivante au travail
Penaos emañ kont gant ar brezhoneg e Karaez ? Emañ an Opab o paouez embann disoc’hoù ur studiadenn diwar-benn stad yezh ar vro e kêrbenn ar Poher. Diazezet eo ar studiadenn-se war ur goulennaoueg bet kaset d’an dud da vare an niveradeg diwezhañ e Karaez, tri bloaz zo bremañ.