Dec’hel a ra stourm al liseidi e pep lec’h e Bro C’hall. E Karaez d’ar meurzh 13 a viz Here o deus dibunet un 50 a dud. Ur stourm sioul, lusket gant Diwan hag a zo nec’het ne vefe ket kalz a liseidi all deus skolioù Sérusier ha Sant Tremeur o tont da heul.