Ul lid e-koun Charlie Dalin a vo dalc’het d’ar Meurzh 15 a viz Gwengolo e Konk-Kerne hag e bae ar Forest Fouen. Aet ‘oa da Anaon e miz Even, goude bezañ bet stourmet diouzh ur c’hrign-bev. Kentañ ar Vendée globe ‘oa bet e 2025, padal ‘oa klañv dija d’ar c’houlz-se.