Kenderc’hel a ra gouel ar filmoù e Douarnenez betek warc’hoazh da noz. Ouzhpenn ar filmoù skignet hag an tabutoù, e oa kinniget dec’h dirak ar mor, ul lennadenn senarioioù. Pevar skrid savet gant studierien ar BTS kleweled ha gant izili Pol Kleweled Douarnenez.